DULENN

Setu ni diskuizhet goude hon beaj da Zulenn hag an devezh-distro un tammig foll pand hon eus douaret e Pariz e-lec’h Naoned abalamour d’un harz-labour en aerborzh. Hiraet eo bet ar veaj neuze!

Petra hon eus graet neuze e-pad hon chomadenn e Dulenn ? Un droiad hentet e kreiz-kêr evit ober anaouedegezh get lec’hioù, tud ha darvoudoù brudet ar c’horn-vro ; bizitadenn Trinity College gant e levraoueg divent a lakae da soñjal e Poudlard, skol Harry Potter. Un diskouezadeg diàr arz ar skritur hag al levrioù er Grenn-amzer liammet get levr Kells ; ur bourmenadenn e Glendalough (Glen daou loc’h) a-hed al lennoù hag e kêriadenn gozh ar menec’h ; bizitadenn Dublin City Gallery e-lec’h e c’hellemp sellout doc’h taolennoù graet get livourion mil-vrudet el Monet pe Renoir ha livourion Iwerzhonat hag evel just troioù e Grafton street evit preniñ profoù ! Setu un neubeut skeudennoù ag hon avañturioù.

Marc’h al Lorc’h 2

Setu! Achu al labour ha lakaet ar bannoù-treset graet get al liseidi e mediaoueg Lann-ar-Stêr. Aze e chomint betek ar 25 a viz C’hwevrer. Dait niverus d’o gwelet!

Ha daet eo skolajidi 4vet ha 3vet Skolaj Henri Wallon d’o gwelet ha da gejiñ get Bertrand Galic evit un abadenn komz diàr ar vicher savour bannoù-treset. Interesant-tre mes re verr ar prantad evit kaout amzer da sevel an holl goulennoù.

Marc’h al lorc’h

Evit ar mare eh omp é labourat àr ur raktres awenet get oberenn Pêr-Jakez Helias, “Marc’h al lorc’h” hag al labour graet get Bertrand Galic ha Marc Lizano evit er lakaat e stumm ur vandenn-treset. Goude bout bet studiet buhez Pêr-Jakez Helias ha lennet testennoù tennet ag e levr er c’hlas hon eus dibabet a-strolladigoù un nebeut testennoù. Tremenet hon eus un devezh get Bertrand Galic evit sevel ur senario get an testennoù-se hag un devezh get Marc Lizano evit komañs an tresadennoù. Al labour a achuomp er c’hlas.

Prest vo evit an diskouezadeg a vo er vediaoueg Lann-ar-Stêr e miz c’hwevrer.

Deomp da Zulenn!

‘Benn un nebeut sizhunioù e vimp ‘barzh Dulenn! Pevar devezh e tremenimp du-se ha mall zo warnomp gweladenniñ Trinity College ha gwelet levr Kells, pourmen e Grafton Street hag e Stephen’s Green, bale e park naturel Wicklow.trinity-234504_640

Evit hon  skoazell e c’hellit kemer perzh en ur reiñ un nebeut gwenneien dre al lec’hienn Kengo.

 

Penn-ar Bed dindan an heol !

Dimeurzh 29/03. Da 5 eur 30 da vintin ema holl an dud e ti-gar ar busoù en Oriant evit mont da borzh Brest. Un tamm dale zo get ar vag goude korventenn an deiz kent ha loc’hiñ a ra da 9 eur betak Enez Eusa. N’eo ket sioul ar mor ha poulloù-kalon zo bet un tamm gwallgaset get an houlennoù !

Ur wezh feurmet ar beloioù e krapomp betek ostaleri ar yaouankiz e-lec’h hon eus bet un degemer a feson.

Emgav da ziv eur dirak an ekormirdi evit ur bourmenadenn get Fañch ag ar CEMO hol lako d’ober anaoudegezh get plant ha loened ar vro.

Dimerc’her da vintin e chomomp d’ober teil tomm. Gober a ra vat ! Da ziv eur e vizitomp an ekomirdi a gont buhez an Eusañviz gwezharall ha rout betak mirdi an tourioù-tan e tour-tan ar C’h/Kreac’h. Amzer hon eus ivez da vale àr vord an aod marzhus.

Da 9 eur noz e reomp anaoudegezh get Ondine a gevredigezh Kalon Eusa a gont deomp istor publik ha sekred an tourioù-tan. Burzhudus eo ar bourmedadenn en noz, sklêrijennet get bannoù an tourioù-tan.

Diriaou. 10e30. Adkavout a reomp Ondine evit mont da vizitiñ an embregerezh Algues et Mer a ra produioù tennet ag ar bezhin evit embregerezhioù bras evel Loreal pe G/Klorane. Gober a ra he froduioù ivez edan ar merch Nividiskin.

D’enderv eo poent mont da glask an trezol. Evit en ober en deus pep skipailh 25 goulenn a ro arverkoù evit er c’havout. Gourc’hemnnoù da skipailh Blaise, Enora, ha Sulian !

Distro da Vrest get ar vag da 5 eur ha noz e ostaleri ar Yaouankiz.

Digwener. Un droiad er morioù ar bed a-drugarez da Oceanopolis. Mont da sellet doc’h pesked ar c’hentañ a viz Ebrel a gouch mat ! D’enderv omp degemeret en IUEM (Institut Universitaire Européen de la Mer) get Erwan AR GALL, klaskour ha kelennour, a ziskouez deomp e lec’h labour, ar skol-veur, al labourvaioù hag a zispleg deomp e brezhoneg ar pezh a reomp du-se.

Setu achu pevar devezh founnus tro-dro d’ar mor !

Liamm trived-lise – un devezh e Gwened

Klasadoù trived divyezhek skolajoù Henri Wallon e Lann-ar-Stêr, Marcel Pagnol e Ploue ha Joseph Kerbellec e Kewen o deus kejet get liseidi divyezhek Lise Jean Mace e Lann-ar-Stêr diriaou tremenet.

Goude bout bet get an tren betak Gwened hon eus graet ur rallye e kreiz-kêr a-skipailhoù evit gober anaoudegezh get ar re arall ha gwelet glad kozh ar gêr. Goude-se oa meritet ar piknik edan an heol àr ar porzh hag eraok distreiñ da vro an Oriant hon eus gweladennet an diskouezadeg “Traversées” er C’hoc’hu, mirdi arzoù-kaer Gwened. Interesant e oa dre ma oa graet ur bourmenadenn a-dreuz istor an arzoù é sellet doc’h oberennoù arz a bep seurt.

Get ar spi e roo c’hoant d’ar skolajidi kenderc’hel get ar brezhoneg el lise…DSCN1004